Degemer mat e kastell ar Roc’h-Ugu !
Degemer mat d’an holl vrezhonegerezed ha d’an holl vrezhonegerien e Domani ar Roc’h-Ugu ! Ostilhoù brezhonek a bep seurt zo evit gweladenniñ Domani ar Roc’h-Ugu.
Gweladennoù heñchet e brezhoneg er c’hastell
- Gweladenn heñchet eus ar c’hastell
Sadorn 16 a viz Mae | 2e gm
Sadorn 29 a viz Eost | 2e gm
- Gweladenn heñchet eus ar park
Sadorn 11 a viz Ebrel | 2e gm
Sadorn 13 a viz Even | 10 e
- Gweladenn heñchet an diskouezadeg Lucien Poedraz - Memor Al Livour
Sadorn 4 a viz Gouere | 2e gm
Sadorn 26 a viz Gwengolo|2e gm
Diskouezadeg «Lucien Poedraz - Memor Al Livour» / L'exposition temporaire "Lucien Pouëdras - La mémoire du peintre"
Diskouezadeg «Lucien Poedraz - Memor Al Livour»
Domani-departamant ar Roc’h-Ugu
8 Mae - 27 Gwengolo 2026
Ar c’hastell
War an hentad displegañ pad gouestlet da istor Kastell ar Roc’h-Ugu e c’hallfet selaou 17 kontadenn skrivet gant Marthe Vassalo, ha kontet ganti asambles gant Bastian Gwilhoù.
Fichennoù e brezhoneg a c’hallit kaout evit gouzout penaos e veze implijet ar salioù er 4 estaj eus ar c’hastell.
Exemple de fiche de salle château en breton
Levr yaouankiz "Alc’hwez ar Roc’h"
Domani ar Roc’h-Ugu en doa embannet e 2016, asambles gant Kerjava, ul levr-yaouankiz anvet "La clé de champs - Alc’hwez ar Roc’h", skeudennaouet gant Maria Mengi.
Ul levr divyezhek eo (galleg-brezhoneg) evit lakaat ar re yaouank d’ober anaoudegezh gant al lec’hanvioù e park ar Roc’h-Ugu.
Un digarez eo da gompren anvioù al logelloù el lec’hienn (Stankoù, Prad Bihan, Ti Roigu…), ha gante e c’haller gouzout traoù talvoudus-tre diwar-benn hon endro.
Emañ al levr e gwerzh e stal an Domani hag e lec’hienn Coop Breizh