Ur maner breton eus ar XVvet kantved
Kastell ar Roc’h-Ugu zo ur savadur eus ar XVvet kantved gwarezet evel monumant istorel, hag a oa bet prenet gant Departamant Aodoù-an-Arvor e 1958.
Savet e oa bet evit diwall aber an Trev. Ar roud diwezhañ eo eus ur steudad difennoù hag a oa etre Pontrev hag Enezeg Briad. War a gonter e vije bet lakaet sevel ur voudenn-gastell en XIvet kantved gant un den anvet Jagu, ha tamm-ha-tamm e vije bet treuzfurmet en ur c’hreñvlec’h mein d’an XIIvet ha XIIIvet kantved. Distrujet e oa bet ar c’hastell e-kerzh brezel Hêrezh Breizh (1341-1365), ha lakaet adsevel adalek 1405 gant asant Yann V (1389 – 1442), dug Breizh, evit an itron nobl Catherine Trogindi, perc’hennez al lec’h, « gant ma c’hallo an dug mont ennañ pa garo hep bezañ harzet gant Catherine meneget a-us ». Frañsez II, dug Breizh, a lakaas douaroù ar Roc’h-Ugu da vont da varoniezh e 1487. Perc’hennet e oa bet gant meur a familh disheñvel dindan ar Renad Kozh.
Ur monumant istorel gwarezet eo abaoe ar 25 a viz Even 1930 ha legadet e oa bet gant beskont Alès da Guzul-departamant Aodoù-an-Hanternoz e 1958.
An hentad pad "Ur wech e oa ar Roc’h-Ugu..."
E rez-an-douar ar c’hastell emañ an hentad pad « Ur wech e oa ar Roc’h-Ugu... » ma c’haller gouzout hiroc’h war ar vuhez pemdez en un aotrouniezh vreton e fin ar Grennamzer. Laouen e vo ar re vihan koulz hag ar re vras oc’h ober anaoudegezh gant ar mil sekred warn-ugent a oa gant ur maner breton er XVvet kantved.
An 3 fezh pennañ a gaver e rez-an-douar eo ar gegin, ar sal vras hag ar selier. Mont a reer d’an estajoù gant biñsoù.
Estajoù gouestlet d’an diskouezadegoù berrbad
Ne chom tamm pezh arrebeuri ebet eus ar mareoù ma oa bet tud o vevañ er c’hastell, gant-se e c’hall ar weladennerien sellet pizh ouzh perzhioù arkitektouriezh ar batis.
Diskouezadegoù berrbad a vez staliet bep bloaz, abaoe 1968, gant skipailh an Domani e-barzh estajoù ar c’hastell. Ouzhpenn-se e kinniger ur programm sevenadurel puilh evit klokaat ar c’hinnig sevenadurel ennañ : sonerezh, c’hoariva, dañs, chomadennoù arzourien, prezegennoù, atalieroù ha kement zo.
Al levraoueg : ul lec’h dic’hortoz
E-barzh an eil estaj er c’hastell emañ al levraoueg, a zo digor d’an dud a zo ur bilhed mont e-barzh gante. Enni e kavfet un dibab levrioù war temoù a bep seurt da lenn war al lec’h, hag un tamm saloñs evit diskuizhañ pe c’hoari echedoù e-tal-kichen ar siminal.
Prezegennoù, arvestoù hag abadennoù a-wechadoù evit ar skolioù a vez aozet ingal el levraoueg.