Ouzhpenn 64 hektar ac’h a d’ober Domani ar Roc’h-Ugu, en un takad natur gant girzhier m’eo stank al loened hag ar plant.
E 1987 e oa bet gwastet ar park gant ar gorventenn, hag adalek 1992 e voe adkempennet kaer gant ar savour ardremez Bertrand Paulet. Ar savour-se, nevez-diplomet da neuze gant Skol vroadel uhel an ardremez e Versailhez, a zeuas a-benn da sevel ul lec’h liesstumm, mennet ma oa gant ar c’hoant da grouiñ « ur park en ul lec’hienn naturel ».

L'équipe du Domaine en écoute

La Roche-Jagu, « un écojardin » par Jean-Baptiste Bahier, chef-jardinier

Audio file

La Trame Verte et Bleue par Jean-Baptiste Bahier, chef-jardinier

Audio file

La gestion des haies raisonnée par Marie-Christine Milliot, jardinière

Audio file

Préserver les sols par Patrice Delorme, chargé de médiation-nature

Audio file

Le jardin résilient par Anthony Foézon, jardinier

Audio file

Les zones-refuge par Patrice Delorme, chargé de médiation-nature

Audio file

Gweledvaoù ha tachennoù a bep seurt ac’h a d’ober ar park.
Mont a refet da-heul saflik an dour ha kan an enved ha sur a-walc’h n’ho po ket ho kwalc’h a varvailhoù hag a souezhadennoù : liorzh al legumaj giz ar Grennamzer, liorzh dudi, tachennoù gant gwez ha girzhier, rozegi, alez ar c’hamelia, lanneier-aod ha pradoù-sall, palmezegi, poulloù-eogañ, nag a lec’hioù dudius ma c’haller chom da stranañ.

E miz Meurzh 2005 e oa bet roet al label « liorzh dibar » d’ar park gant Ministrerezh ar Sevenadur hag ar C’hehentiñ evit kened ar gweledvaoù hag ar plant, hag un anaoudegezh eo ivez eus troioù-micher ar skipailh liorzhourezed ha liorzhourien a vez o labourat eno bemdez.

label jardins remarquables

Abaoe 2015 emañ an Domani oc’h en em brientiñ evit bezañ anavezet evel un EkoLiorzh, a zo ul label broadel hag a laka an takadoù glas meret en ur mod ekologel da vat war-wel. Ul label dave eo evit a sell ouzh ar modoù ekologel da verañ an takadoù glas, ha roet eo bet da ouzhpenn 300 lec’h abaoe ma oa bet lañset e 2012. N’eus ket bet labelaet kalz lec’hioù sevenadurel evel ar Roc’h-Ugu avat. Da-heul an aodit graet d’ar 5 a viz Here 2016 en doa bet ar gwir da vezañ e-barzh rouedad enorus ar parkoù ekologel : un anaoudegezh eo eus al labour talvoudus graet gant skipailh an Domani. Roet e vez al label evit 3 bloavezh hag an Domani zo bet labelaet adarre e 2019 ha 2022.

Petra eo al label « EkoLiorzh » ?

Al label broadel « EkoLiorzh » zo bet savet gant Plante&Cité abalamour da vrudañ ar modoù doujus da verañ an takadoù glas hag an endro. E-pad an tri bloavezh ma talv al label e rank an Domani, hag ar C’huzul-departamant asambles gantañ, delc’hen da labourat evit lakaat gwarez an endro da vont war-raok.

Label Ecojardin

Domani-departamant ar Roc’h-Ugu a gas labourioù a bep seurt da benn, bloavezhioù zo hag asambles gant ur bern kevelerien, evit delc’hen ar vevliesseurted er park.

Gwenaneg an Domani

Ul labour sevel gwenan a vez graet asambles gant ar gwenaner Dominique Segalenn (APIBZZZH) : er park zo bet staliet teir ruskenn hag a zo talvoudus ivez evit an abadennoù a vez aozet diwar-benn an amprevaned-pollenañ.

Ur chanter evit kempenn poulloù-dour

E 2015 e oa bet savet un diagnostik gant ar gevredigezh War Dro an Natur evit gouzout hiroc’h war an divelfenneged hag ar raneged, etre miz Genver ha miz Here, evit gouzout hiroc’h war al loened a gaver er park, abalamour da verañ gwelloc’h ar seurt lec’hioù bresk-se war ar pemdez. Da-heul ar studiadenn-se e voe lañset ur chanter en diskaramzer 2016, asambles gant ar gevredigezh Études et Chantiers e Palakred hag ar greizenn stummañ evit an deskarded e Peurid-ar-Roc’h, evit kempenn 4 foull-dour.

 

Anavezout al loened

Koulzadoù gwalenniñ an evned a vez ingal, asambles gant Ti an aber, hag an holl ditouroù a vez roet d’ar Muzeom broadel istor naturel.

Le parc et ses jardins sont aussi le théâtre d'actions de sensibilisation et d'éducation à l'environnement. À ce titre, la « Fête des jardins » constitue un temps fort organisé tous les deux ans : temps d'échange et de rencontres avec les professionnels du jardinage, cette manifestation guide le public vers des pratiques toujours plus respectueuses de l'environnement, en même temps qu'elle invite petits et grands à se divertir et à s'enrichir sur un air de fête en proposant des animations sur la thématique de la nature.

Visitez, en compagnie de notre équipe, le parc dans ses moindres recoins !

Toutes nos offres de visites guidées sont à retrouver ici : Visites guidées du Parc

Tout au long de l'année, les animations pédagogiques et les ateliers Nature contribuent à étoffer une offre de qualité. Animés par une équipe de médiation spécialisée, ces temps d'animations sont des moments dédiés à la compréhension et à la connaissance de l'environnement.

  • Vous vous trouvez sur un site naturel protégé. Afin d’en préserver la beauté, vous êtes prié de respecter les lieux. Camping, feu, VTT, quad, motos et cueillette sont interdits sur le domaine.
  • Le survol de drone est interdit sans demande d’autorisation préalable.
  • Les enfants doivent être accompagnés de leur responsable lors des événements et dans l’enceinte du domaine, et surveillés, notamment aux abords des remparts et des points d’eau.
  • Des caméras sont installées sur différents endroits du domaine. Elles sont destinées à un inventaire de la faune présente sur le site et ne fonctionnent que la nuit. Toute vidéo qui filmera accidentellement un être humain sera aussitôt supprimée.
  • Les animaux doivent être tenus en laisse dans le parc.