
Stal-levrioù
Er stal-levrioù e vez kinniget un dibab bras a levrioù war an temoù-mañ : arz hag istor er Grennamzer, istor al liorzhoù, liorzhañ (ekologel, permakultur…), louzeier, touristerezh…

Korn "yaouankiz"
Er c’horn "yaouankiz" e kavfet levrioù evit ar re yaouank, c’hoarioù, miltammoù, livadennoù, delwennoùigoù "Papo", klezeier ha skoedoù koad.
Embannadurioù ha kalalogoù diskouezadegoù
E stal an domani e kavfet an holl embannadurioù ha katalogoù an diskouezadegoù berrbad.
Bitrakoù hag eñvorennoù
Er stal e kavfet eñvorennoù eus an Domani hag eus an diskouezadegoù berrbad : Tasoù, seier, bitrakoù magnetek, kartennoù-post

Kartenn vloaziek
Ar gartenn-mañ a c’hallit profañ d’ho tud-nes, pe deoc’h-c’hwi zoken, evit gallout mont kement ha ma karfet e-barzh kastell ar Roc’h-Ugu ! Gant ar gartenn vloaziek a goust 15€ e c’hallfet mont e-pad bloaz e-barzh ar c’hastell ha gwelet an diskouezadegoù berrbad (d’an eurioù ma vez digor ar c’hastell). Digarez ho po d’ober anaoudegezh gant an diskouezadegoù berrbad pe da zont da vakañsiñ ha da dremen amzer e levraoueg ar c’hastell evit lenn ha c’hoari echedoù…