
Er preti Le Petit Jagu e vefet degemeret en ul lec’h dibar, e kreizig-kreiz an Domani, evit tremen un ehan lipous.
Gwen Nicolas hag e skipailh a ginnig ur roll-meuzioù nevez bemdez, gant forzhik legumajoù eus ar mare-bloaz, produet gant al labour-douar biologel pe gant filierennoù berr eus ar vro. Ul lec’h dudius eo ma c’haller debriñ boued a galite, simpl, keginet gant kalz livioù ha "graet en ti", ha klotañ a ra tre-ha-tre gant an aergelc’h e liorzhoù an Domani. War ar savenn doennet ho po ur gwell kaer-eston war ar c’hastell hag ar park. Er preti e vez servijet evajoù ha pastezerezhioù e-pad an abardaevezh, da zebriñ kement ha ma karfet !
Rolloù-meuzioù (meuz/dibenn-pred) etre 16 ha 24 €
Horaires d'ouverture 2025

Du 5 au 30 avril :
- Salon de thé : ouvert tous les jours sauf les mardis et mercredis, de 14h à 18h
- Restaurant : ouvert tous les week-ends et jours fériés, de 12h à 14h
Du 1er mai au 28 septembre :
- Salon de thé : ouvert tous les jours de 14h à 18h (sauf les 6 et 7 mai)
- Restaurant : ouvert tous les jours de 12h à 14h (sauf les 6 et 7 mai)
Strolladoù
Evit ar strolladoù eo ret miret en a-raok (50 plas en diabarzh ha 50 plas war ar savenn).
Miret
Evit miret e c’hallit kas un SMS d’an niv. 06 35 31 64 06.
Ne c’haller ket goulenn gant an degemer e Domani ar Roc’h-Ugu miret plasoù er preti.